N°2 - Istor Breizh : Arvorig ar C'halianed
YANN TATIBOUET, CHRISTINE CORNIOLO-BAILLOT
Tad-kozh Anna a zo ur marvailher hep e bar evit kontañ ha displegañ istor Breizh d'e verc'h-vihan, ha d'an holl vugale war ar memes tro !
Levrenn 2 : Arvorig ar C'halianed
War-dro 700 a-raok Jezuz-Krist e tigor ur sevenadurezh pinvidik en Europa ar C'hreiz, hag a oar ober gant an houarn. Tamm-ha-tamm e skigno ar Gelted o arzoù hag o zeknikoù betek an Arvorig… Brezelourien taer e oa ar C'halianed, met artizaned ha labourerien-douar eus ar c'hentañ e oant ivez. Ha petra lâret diwar-benn ho drouized ken desket ? Setu ur gevredigezh en he bleuñv, hag a zesacho buan an alouberien roman…
Istor Breizh kontet d'ar vugale
Éditions Beluga
Nombre de pages : 32
ISBN : 9782371330450