{"product_id":"un-istor-eus-ar-rock","title":"Un istor eus ar rock","description":"\u003cp\u003eEr bloavezhioù 50 e ra berzh bras sevenadur ar Stadoù-Unanet, ar produioù « made in USA » (jeans, evajoù, chewing-gums ha kement zo) a aloub ar bed, harpet gant filmoù Hollywood. Un oadvezh aour eo evit an american way of life, prenañ a ra ar familhoù tiez ha kirri-tan evit en em staliañ er fabourzhioù e-keit ha ma lamm ar grennaded en o botoù-ruilh evit selaou tonioù diwezhañ Elvis Presley ha Little Richard e juke-box diner ar c’hornad, diseblant ouzh ar segregasion a gendalc’h d’ober e reuz. Birvilh rock’n’roll ar fifties a davo gant galv Elvis d’an arme ha marv Buddy Holly. Hogen, etretant eo en em ledet ar blues e Europa. Ar vazh-test zo etre daouarn ur remziad nevez a sonerien vreizhveuriat a aloubo ar States en-dro er sixties. Nevez en em gavet e New York e wel ur c’haner folk yaouank terzhienn ar stourmoù o kreskiñ, a-enep brezel Viêt Nam hag evit ar gwirioù sivil. Ha dizale e vo ar west coast a zeuio da vezañ kreizig-kreiz an enep-kultur !\u003c\/p\u003e\n\u003cp\u003eGaetan Boulic zo bet skolaer e Diwan e-pad ouzhpenn tregont vloaz. En e yaouankiz en deus bet tro da seniñ taboulinoù (fall !) en un nebeud strolladoù punk ha blues-rock tro-dro Gwened. Ouzhpenn bezañ skolaer en deus dalc’het, er bloavezhioù 2010, ur blog, Kantreadennoù e anv, gouestlet d’ar pop-kultur ha kas a ra an abadenn Larsen ha Mediator bep sizhun war gwagennoù Radio Bro Gwened. Derc’hel a ra ur rubrikenn gouestlet da istor ar rock e Ya! Abaoe 2021.\u003c\/p\u003e\n\u003cp\u003eDu bouillonnement rock'n'roll des fifties aux Etats-Unis, à la vague rock britannique des années 60, en passant par la folk contestataire de New York et l’essor de la contre-culture de la West Coast. Le premier volet d’une série complète sur l’histoire du rock !\u003c\/p\u003e\n\u003cp\u003eGaetan Boulic a été enseignant à Diwan pendant 30 ans. Féru de Rock, il a été membre, dans sa jeunesse, de quelques groupes punk et blues-rock à Vannes en temps que batteur. Il a tenu dans les années 2010 le blog Kantreadennoù, dédié à la pop culture et il anime l’émission Larsen ha Mediator, toutes les semaines sur les ondes de Radio Bro Gwened. Il écrit également des rubriques sur le Rock pour la revue Ya!, depuis 2021.\u003c\/p\u003e","brand":"Éditions Keit Vimp Bev","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":57027556344194,"sku":"KVB-BL01","price":25.0,"currency_code":"EUR","in_stock":true}],"thumbnail_url":"\/\/cdn.shopify.com\/s\/files\/1\/0685\/0658\/3279\/files\/KVB-BL01-un-istor-eus-ar-rock-site.png?v=1794324487","url":"https:\/\/palemon.fr\/products\/un-istor-eus-ar-rock","provider":"Palémon - PLM Diffusion","version":"1.0","type":"link"}