Peseurt soñj droch zo tremenet dre benn Yoran 'ta, mont da dremen un nozvezh e Kastell an Tarv, e-kreiz Bae Montroulez ? Ha pa grog ar gorventenn da c’hwezhañ, ha pa glev ar paotr yaouank alouberien o krapat ouzh mogerioù tev ar prizon-mor en noz du...
Kristian Braz zo skrivagner, troer hag animatour radio, a orin eus ar menezioù Are. Skrivet en eus romantoù evit ar re yaouank : Spont, Kest ha Pelec’h emañ an tad Nedeleg ?
Qu’est-ce qui a bien pu passer par la tête de Yoran ? Aller passer la nuit seul sur le château du Taureau, au beau milieu de la baie de Morlaix ? Que va-t-il faire quand la tempête va commencer et que les hauts murs de cette prison seront pris d'assaut par de mystérieux individus dans la nuit noire ?
Kristian Braz est écrivain, traducteur et animateur de radio originaire des monts d’Aré. Il a écrit les romans jeunesse Spont, Kest et Pelec’h emañ an tad Nedeleg ?